| Feb | MAR | Apr |
| 09 | ||
| 2012 | 2013 | 2014 |
COLLECTED BY
Collection: Funzone
Perikles, e henc’hresianeg Περικλής, Periklếs (war-dro 495–Aten 429 kent J.-K.), strategour ha politikour Atenat, eus meuriad an Akamantided hag eus demos kolargos, ezel eus tiegezh an Alkmeonided, ha mab Ksantippos hag Agariste.
Ken bras e voe levezon an den-se war e brantad ma vez lesanvet alies « Kantved Perikles »
Taolenn |
Ganet e oa bet e 494 kent J.K. ha marvet e 429 kent J.K. Dimeziñ a reas d'ur vaouez a roas daou vab dezhañ : KsantippehaParalos. Diwezhatoc’h en doe ur serc'h, Aspasia, ur vetegez a daolas kehel warnezhañ hag a roas ur mab all dezhañ. Dont a reas a-benn d’ober ur c’heodedour anezhañ daoust d’al lezennoù en doa lakaet mouezhiañ e-unan.
Ezel e oa eus tiegezh brudet an Alkmeonided, a-du gant Solon hag en doa stourmet a-enep an tiran Peisistratos, meur a zekvloaziad kent Perikles a oa ivez niz an adreizher Kleistenes.
E politikerezh, edo a-du ar brientin bras-se gant an demokratiezh. Anadiñ a reas en istor pa oa unan eus ar brokulatored foran a brosezas ouzh Kimone463. E 462-461 en em glevas gant Efialtes evit reiñ galloudoù politikel an Areiopagos da Guzul ar Pemp-Kant, ha goude drouklazh Efialtes hag ostrakism Kimon, e 461 e teuas da vezañ ar politikour a oa dezhañ ar brasañ levezon en Aten.
E451, war e intrudu, e voe mouezhiet ne vefe roet hiviziken ar gwirioù keodedourion nemet d’ar re a oa keodedour atenat o zad, hag a oa o mamm merc’h ur c’heodedour eus Aten, d’an nebeutañ. Adalek ar mare-se ha betek e varv en doa bet ar roll pennañ e buhez politikel Aten ha dilennet e voe evel strategour 16 gwezh diouzh renk.
Adtapet diwar « http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Perikles&oldid=1376808 » Rummad: ●Istor Henc'hres ●Ateniz an Henamzer ●Tud brezel ar Peloponnesos ●Henc'hresianed ar Vvet kantved a-raok J.-K. ●Jeneraled Aten